Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Ar Felibrige (Lo Felibritge en doare-skrivañ okitanek klasel, Lou Felibrige e doare-skrivañ Mistral, distaget [lu feliˈβɾidʒe]) zo ur skol lennegel hag ur gevredigezh sevenadurel savet gant Frédéric Mistral ha skrivagnerien all evit difenn ha brudañ ar yezh hag al lennegezh okitanek. Pouezet e vez kalz er gevredigezh-se war an disheñvelderioù a zo etre ar rannyezhoù okitanek. En he fenn e vez dilennet ur c’hadoriad, anvet “capolièr” (capoulié).
Amsklaer eo orin ar ger “felibrige” ; lavaret a reer e teu eus ur ger felibre, ur ger provañsek a dalvezfe kement ha “diskibl”.
Savet e voe ar Felibrige e kastell Fòntsegunha (e Castèunòu de Gadanha, e Provañs) d’an 21 a viz Mae 1854 gant seizh barzh yaouank: Teodòr Aubanèu, Joan Brunet, Pau Gièra, Ansèume Matièu, Frederic Mistral, Josèp Romanilha hag Anfòs Tavan. Fellout a rae dezho sevel krog an okitaneg.
Da gentañ e voent o labourat evit yezh Provañs ha buan e teuas war wel disoc’h o strivoù e Provañs koulz hag e broioù okitanek all, ma voe heuliet o skouer gant skrivagnerien all adalek dibenn an XIXvet kantved.
Ar Felibrige, bremañ, a zalc’h da zifenn ha da vrudañ an okitaneg hag e sevenadur ha da stourm evit gwirioù ar yezhoù bihanniver er C’hwec’hkorn. Bez’ eo unan eus an daou strollad bras a labour en holl vroioù okitanek, e-kichen an Institut d'Estudis Occitans abaoe 1945.
Keleier
- 23 a viz Meurzh : Rob Jetten a zeu da vezañ Kentañ Ministr an Izelvroioù.
- 22 a viz C'hwevrer : Nemesio Oseguera Cervantes (skeudenn), penn ar Cártel de Jalisco Nueva Generación, a zo lazhet gant an arme vec'hikan. Emsavioù feuls a zo en ugent stad eus Mec'hiko.
- 17 a viz C'hwevrer : ur fallaenn war an Heol zo en ul lodenn eus Antarktika, Meurvor ar Su, Afrika ar Su ha mervent Meurvor Indez.
- 15 a viz C'hwevrer : marvet eo an aktour ha sevener stadunanat Robert Duvall.
- 8 a viz C'hwevrer : e Portugal eo dilennet, en eil tro, ar sokialour António José Seguro da brezidant ar Republik.
- 6 a viz C'hwevrer : lid-digeriñ ar C'hoarioù olimpek goañv en Italia, e pevar lec'h war un dro : Milano, Cortina d'Ampezzo, Livigno ha Predazzo.
- 1añ a viz C'hwevrer : dilennet eo Laura Fernández Delgado da brezidantez Costa Rica.
- 31 a viz Genver : ouzhpenn 200 den zo lazhet en emgannoù etre Arme Dieubidigezh Baloutchistan hag arme Pakistan, e Baloutchistan.
- 28 a viz Genver : evit ar wech kentañ en istor an Iliz anglikan ez eus anvet ur vaouez, Sarah Mullally, da arc'heskob Canterbury, ar garg uhelañ en Iliz Bro-Saoz goude ar roue pe ar rouanez.
- 25 a viz Genver : ur rekord nevez zo savet gant ar merdead breizhat Thomas Coville hag e akipaj o deus graet tro ar bed war vag-dre-lien e 40 devezh 10 eurvezh ha 45 munud evit an trofe Jules Verne.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?
- N'eo ket gall anv-familh France Gall, ha n'eo ket France he anv-bihan.
- Gourhael ha Sant-Martin-war-ar-Maez eo an div gumun nemeto e Breizh hep iliz ebet.
- Beg Korzenn eo ar beg-douar kornôkañ eus Breizh, ma lakaer a-gostez an inizi.
- Ganet eo bet ar c’hourser Roparzh Surcouf e Sant-Maloù.
- 364 km eo hed ar ganol eus Naoned da Vrest.
- Anna Breizh zo bet rouanez Bro-C’hall div wech.
- Tost 3 000 maen zo e steudadoù Karnag.